Facebook

 

Paroles officielles de la chanson «Final» : Eric Le Lann

Albums :

Paroles officielles de la chanson "Final"

Ed, greunenn ed
Zo chomet etre ma hiviz ha ma bruched
Deus ’maez alese ha ma lez da gousket
N’in ket eme ar c’hreunenn
Ma ! ’h ez da welet !
Yar, deus da debriñ ar c’hreunenn ed
Zo chomet etre ma hiviz ha ma bruched
N’am eus kousk ebet ganti amañ
N’in ket eme ar yar
Ma ! ’h an da c’houl gant ar pod dont d’az poazhañ
O, kerzh eta !
Tan, deus da faoutañ ar pod
Pod n’houl ket poazhañ Yar, Yar n’houl ket dibiñ ar c’hreunenn ed zo chomet
Etre ma hiviz ha ma bruched ha n’am eus kousk ebet ganti
N’in ket eme an tan
Ma ! ’h an da c’houl gant ar mor dont d’az peuziñ
O, kerzh eta
Doue, deus da zisec’hiñ ar mor
Mor n’houl ket beuziñ tan, Tan n’houl ket faoutañ Pod, Pod n’houl ket
Poazhañ Yar, Yar n’houl ket debriñ ar c’hreunenn ed zo chomet etre ma hiviz
Ha ma bruched ha n’am eus kousk ebet ganti
N’in ket, eme Doue
Ma ! ’h an da c’houl gant ar pap tap un Doue nevez din
O, kerzh eta
Pap, deus da dap un Doue nevez din
Doue n’houl ket sec’hiñ Mor, Mor n’houl ket beuziñ tan, Tan n’houl ket
Faoutañ Pod, Pod n’houl ket poazhañ Yar, Yar n’houl ket dibiñ ar c’hreunenn
Ed zo chomet etre ma hiviz ha ma bruched ha n’am eus kousk ebet ganti
N’in ket eme ar pap
Ma ! ’h an da c’houl gant an Diaoul dont da flourañ penn da c’hlin
O, kerzh eta
Diaoul, deus da flourañ penn e c’hlin d’ar pap
Pap n’houl ket cheñch Doue, Doue n’houl ket sec’hiñ mor, Mor n’houl ket
Beuziñ tan, Tan n’houl ket faoutañ Pod, Pod n’houl ket poazhañ Yar, Yar
N’houl ket dibiñ ar c’hreunenn ed zo chomet etre ma hiviz ha ma bruched ha
N’am eus kousk ebet ganti
N’in ket eme an Diaoul
Ma ! ’h an da c’houl gant an dud donet d’az tiskroc’heniñ
O, kerzh eta
Tud, deut da diskroc’heniñ an Diaoul
Diaoul n’houl ket flourañ Pap, Pap n’houl ket cheñch Doue, Doue n’houl ket
Disec’hiñ mor, Mor n’houl ket beuziñ tan, Tan n’houl ket faoutañ Pod, Pod
N’houl ket poazhañ Yar, Yar n’houl ket dibiñ ar c’hreunenn ed zo chomet
Etre ma hiviz ha ma bruched ha n’am eus kousk ebet ganti amañ
N’efomp ket eme an dud
Ma ! ’h an da c’houl gant ar razh dont d’ho spontañ
O, kerzh eta
Razh, deus da spontañ an dud
Tud n’houlont ket diskroc’heniñ Diaoul, Diaoul n’houl ket flourañ Pap, Pap
N’houl ket cheñch Doue, Doue n’houl ket sec’hiñ mor, Mor n’houl ket beuziñ
Tan, Tan n’houl ket faoutañ Pod, Pod n’houl ket poazhañ Yar, Yar n’houl ket
Dibiñ ar c’hreunenn ed zo chomet etre ma hiviz ha ma bruched ha n’am eus
Kousk ebet ganti da vat
N’in ket eme ar razh,
Ma ! ’h an da c’houl gant ar c’hazh dont d’az krabisat
Kazh, deus da grabisat ar razh
Razh n’houl ket spontañ Tud, Tud n’houlont ket diskroc’heniñ Diaoul,
Diaoul n’houl ket flourañ Pap, Pap n’houl ket cheñch Doue, Doue n’houl ket
Disec’hiñ mor, Mor n’houl ket beuziñ Tan, Tan n’houl ket faoutañ Pod, Pod
N’houl ket poazhañ Yar, Yar n’houl ket dibiñ ar c’hreunenn ed zo chomet
Etre ma hiviz ha ma bruched ha n’am eus kousk ebet ganti
Ma, eme ar c’hazh…
… me ’h a.